Leonor Aostria

Ur pennad Eleonore Aostria zo ivez.
Leonor Aostria (1498-1558), poltredet gant Joos van Cleve. War al lizher zo ganti en he dorn e lenner « A la christianissima y muy poderosa Siñora la Reyna, mi siñora »

Leonor Aostria, pe Eleonore von Kastilien en alamaneg, ganet e 1498 e Leuven (Izelvroioù spagnol), ha marvet e 1558 e Talavera la Real (nepell diouzh Badajoz, a voe rouanez div wech, e div vro: rouanez Portugal e oa etre 1518 ha 1521, ha rouanez Bro-C'hall etre 1530 ha 1547. Merc'h e oa da Fulup Habsburg, arc'hdug Aostria ha dug Bourgogn, ha da Juana de Castilla, pennhêrez Kastilha hag Aragon, hag infantez Kastilha e oa.


Developed by StudentB